Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
Introduction

sideromp petra en deveus great evidomp, ha petra hon eus great en e enep ; hac evel ma consideromp hor pec’hejou particulier, consideromp ivez e c’hraçou particulier. Ne rencomp quet caout aon na zeue an anaoudeguez eus ar pez en deveus great evidomp da rei deomp vane [1] c’hloar, nemet e vezzimp attantif ouz ar virionez-mâ, penaus ar pez a so a vad enomp, ne de quet digueneomp eo. Ar mulet ha ne vezont-ii quet ato lonet pouer ha flerius, evito da veza samet eus a draou precius hac a c’huez mad ? Petra hon eus-ny a vad n’hon eus-èn recevet, ha mar hon eus-èn recevet, perac e fell deomp-ni en em orgouilli a guemense ? er c’hontrol pa gonsideromp ervat ar graçou hon eus recevet, e teu an drase d’hon renta humbl ; rac ar gonsideration-se hon rent anaoudec en ahdret Doue ; mæs e quen cas ma teue un dra bennâc a vanite d’hon illigat, ar remed assur ouz quemense vezo songeal en hon ingrateri, en hon imperfectionu hac en hon defautou, ha peguer miserabl oump ac’hanomp hon-unan. Mar consideromp petra hon eus great pa na dedo quet Doue gueneomp, ec’hanavezzimp ervat penaus ar pez a reomp pa vez gueneomp, ne de quet eus hor c’hostez eo ; jouissa a raimp cousgoude eus ar mad-se hac en em rejouissa ivez, abalamour ma hon eus-èn ; mæs da Zoue hepquen e rentimp ar ch’loar a guemense, aba-

  1. Gw. an notenn araok. [Notenn gant Wikimammenn]