Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/189

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
d’ar Vuez Devot.

lamour ma ze digantâ eo. Er fæçon-se eo ec’havoue ar Verc’hes sacr er Magnificat penaus en deveus great Doue traou bras en he andret, mæs n’er gra nemet evit en em humilia hac evit meuli Doue. Va Ene, emezi, a rent gloar ha meuleudi d’an Autrou abalamour ma en deveus great traou bras em andret.

Aviziou e leveromp ne doump netra, ne doump nemet paourentez hac infirmite, al lousdoni eus ar bed ; mæs ne vemp quet contant da veza quemeret en hor guer, nac e ve publiet ac’hanomp ar pez a leveromp. Er c’hontrol seblant a reornp da dec’het ha da guzet evit ma teuhor var hon lerc’h ha ma vezimp clasquet ; contananç a reomp da fallout choum da ziveza ha da aseza er plaç isela ; mæs evit ma vezo grêt deomp an enor da ober deomp tremen hueloc’h ha da veza placet e renq ar re guenta eo, nep en deveus ur guir humilite ne ra quet a neuz da zisquez en deffe, na ne lavar nemeur a gomsou a humilite ; rac ne zesir quet hepquen cuzet e vertuziou-all, mæs desirout a ra c’hoaz, ha principalamant memes cuzet e humilite, ha ma ve, permetet deza lavaret gaou ha trompla pe scandalisa an nessa, e rae actionou a roguentez hac a superbite, evit rei da gridi ne ve quet humbl, ha ne ve quet anavezet evit ar pez ma zeo. Chetu amâ-ta va avis, Philotee, pe na leveromp