quet a gomsou a humilite na cals na nebeut, pe mar leveromp, leveromp ii gant ur guir santimant interieur conform d’ar pez a brononçomp hervez an exterieur, na iselaomp jamæs hon daoulagat nemet oc’h iselaat hor c’halon, na zisquezomp quet a c’henou fallout beza gant ar re ziveza, nemet a galon e falfe deomp beza. Ar reglen-mâ a fell din a ve quer general, na zigassan exception ebet enni : ajouti a rân hepquen penaus ar civilite a c’houlen ma presantemp aviziou an avantaich d’ar re pere e ousomp ervat n’er c’hemerrint quet, ha ne de quet ur feintis nac un humilite faus e quemense ; rac neuse an offr hepquen eus an avantaich a so ur gommançamant a enor, ha pa na aller quet e rei dezo tout-antier, ne reer quet a zrouc evit rei dezo ar gommançamant anezàn. Ar memes tra a lavaràn eus a ur goms bennâc a enor hac a respet, pehini ric-ha-ric ne seblant quet e ve guirion, rac guirion aoualch e cousgoude, nemet en devezo nep e lavaro , ur guir intantion en e galon da enori ha da respeti an hini p’evit hini el lavar. Rac peguement bennâc ma teue ar c’homsou da sinifiout an-tuont d’ar pez a leveromp, ne reomp quet a zrouc evit o implija, pa zeo an usaich en em servichout anezo. Guir e penaus e carren c’hoaz e ve hor c’homsou ajustet diouz hor santimanchou tosta ma ve possibl, evit heul e peb tra hac e pep fæ-
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/190
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
Introduction