Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
d’ar Vuez Devot.

pere o deveus an direction eus hon eneou.

Sonjal e ousomp ar pez ne ousomp quet a so ur sotoni expres ; fallout ober ar gouiziec er pez a enevomp ervat ne ousomp quet a so ur vanite insupportabl. Evidon-me ne garren quet so-quen ober ar gouiziec er pez a ouffen, evel ne garren quet ivez er c’hontrol ober an ignorant quen nebeut. Pa c’houlen ar garantez, e tleomp gant simplicite ha gant douçder communica d’hon nessa non pas hepquen ar pez a so necesser dezàn evit e instrui, mæs ivez ar pez a so profitabl dezàn evit e gonsoli ; rac an humilite pehini a c’holo hac a guz ar vertuziou evit o c’honservi, a zeu cousgoude d’o zisquez pa c’hourc’hemen ar garantez, evit o renta brassoc’h ha parfetoc’h : Hac en dra-se eo hènvel an humilite ouz ur certen guezen eus an Indes pehini a serr hac a zalc’h clos e fleurachou caer epad an nos ha n’o digor nemet da sao-heaul ; en hevelep-fæçon ma lavar an habitantet eus ar vro-se penaus e cousq ar fleurachou-se en nos. Rac evelse ivez e teu an humilite da c’holo ha da guzet hon oll ver-, tuziou ha perfectionou humen, ha n’o disquez jamæs nemet evit ar garantez, pehini o veza ur vertuz non pas humen, mæs celestiel, non pas moral, mæs divin, eo ar guir heaul eus ar vertuziou pe var re e tle ato domina ; hac-evelse quement seurt humiliteou a ra prejudiç d’ar garantez, ne