èn dare gant ar riou : peb-unan en deveus respet evit e habit fall ; gant truez ouz e souffrançou ; mæs mar gueler un artisan paour, ün digentil paour, pe un demesel baour er fæçon-se, e vez dispriget ha goapeat, ha chetu eno ur baourentez disenorabl ha mezus. Ur servicher pe ur servicheres a recevo gant humilite ur reprimand rust digant ur Mestr pe ur Vestres, hac ur c’hrouadur digant un Tad pe ur Vam, peb-unan a c’halvo an dra-se mortification, oboissanç ha furnez. Tud a enor a souffro ar memes tra gant ur re-bennâc, ha peguement bennâc ma ve abalamour da Zoue ve, e vezo galvet an dra-se coïonaich ha lachete : chetu eno’ta c’hoaz ur gontroliez disenorabl ha mezus. Un den en deveus ar maletouich en e vrec’h hac un all en e visaich ; ar c’henta n’en deveus nemet ar boan, mæs an eil ouzpen ma en deveus ar boan en deveus ivez an disprigeanç, an disenor hac an abjection. Bremâ’ta e lavaràn penaus ne ranquer quet hepquen caret ar boan, ar pez a reer dre ar vertuz a batiantet, mæs ret e c’hoaz caret an dismeganç hac an disenor a so o c’heul ar boan, ar pez a reer dre ar vertuz a humilite.
Ouzpen beza ez eus vertuziou enorabl hac huel, ha vertuziou isel ha dispriget. Ar batianret, an douçder, ar simplicite hac an humilite memes a dremen gant an dud monden evit vertuziou isel ha dispriget : er c’hon-