trol ar brudanç, ar vaillantis pe ar gouraich, hac al liberalite a dremen ganto evit vertuziou enorabl. Beza ez eus c’hoaz actionou eus a ur memes vertuz hac a so darn anezo dispriget ha darn-all enoret. Rei an alusen ha pardoni an offançou a so diou action a garantez : ar guenta a so enoret gant peb-unan, hac eben dispriget dirac ar bed. Ur goas pe ur plac’h yaouanc, pehini n’en em roï quet d’an direglamant ma en em ro an dud libertin, oc’h en em antreteni, o c’hoari, o tançal, oc’h eva, oc’h en em orni, a vezo goapeat ha caquetet gant ar re-all e deffaut ha na ra eveldo, hac ar vodesti eus ar goas pe ar plac’h devot-se a dremeno ganto evit ur bigoterez pe un hipocrisi ; caret an dra-se eo caret an abjection hac an dismeganç. Chetu amâ un seurt-all : mont a reomp da visita an dud clàn. Mar em c’hasser da visita ar paourra, an dra-se a so un abjection hac un dismeganç evidon hervez ar bed, ha rac-se e quirin an dra-se : mar em c’hasser da visita ar re a galite, an dra-se a so un abjection hac un dismeganç hervez ar speret ; rac ne deus quet quement a vertuz nac a verit eno, hac e quirin eta an abjection hac an dismeganç-se. Pa zeomp ahet an hent, mar couezomp dirac an dud, ouzpen hor gloas e recevomp c’hoaz ar vez ; ret e deomp eta caret ar vez hac an abjection-se. Beza ez eus memes fautou pe en re ne deus droug
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/198
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
Introduction