ebet, nemet an abjection hac ar vez hepquen, hac an humilite ne c’houlen quet o graet expressamant, mæs goulen a ra na zeuet quet d’en em inquieti goude o beza great, evel ma zeo certen sotoniou, inciviliteou ha dievezdedou pere, evel ma tleer o evita abarz ma vezont great evit oboissa d’ar civilite ha d’ar brudanç, e tleer ive, goude ma vezont great, en em gontanti eus an abjection hac eus ar vez pehini a zeu deomp ac’hano oc’h e accepti a galon vad evit heul an humilite santel. Me lavar c’hoas davantaich : mar doun en em direglet dre goler pe dre imprudanç da lavaret comsou indeçant pe gant re e vez offanset Doue hac an Nessa, em bezo ur c’heuz bras eus an offanç-se pehini a essaïn da rapari guella ma vezo possibl din, mæs ne lesin quet na guirin ha na acceptin an abjection hac an disprigeanç pehini a zeui din ac’hano ; ha ma c’halle an eil beza separet diouz eguile, e strinquen gant horrol ar pec’het, hac e virren gant humilite an abjection hac an dismeganç.
Mæs evidomp da garet an abjection hac an dismeganç a so o c’heul an droug, ne dleer quet cousgoude nebeutoc’h remedia ouz an droug pehini a so caus da guemense dre voyenou propr ha ligitim, ispicial pa vez a gousecanç an droug. Mar em eus un incommodite difæçon em bisaich, e procurin re-