media ountâ, hoguen non pas ma c’hancounec’haen an abjection hac ar vez en deveus great an incommodite-se din. Mar em eus great un dra pehini ne offans den, ne c’houlennin quet excus a guemense ; rac peguement bennâc ma em be great ur faut, ne noas da nicun, hac evelse ne ouffen quet goulen excus nemet eus an abjection hac eus ar vez a zeu din ac’hano ve, hac an humilite ne bermet quet an dra-se : hoguen mar em eus . offanset pe scandaliset unan bennâc dre zievezdet pe dre sotoni, e raparin an offanç dre ur guir excus bennâc, abalamour ma noas quemense, ha ma em oblich ar garantez da effaci an noas-se. Erfin aviziou e c’herru ma c’houlen ar garantez e teuemp da remedia ouz an abjection hac ouz an dismeganç evit mad hon Nessa pe da hini eo necesser hon reputation ; mæs en occasion-se o lammet hon abjection hac hon dismeganç a zirac daoulagat hon Nessa evit ampeich na zeue d’en em scandalisa, e tleomp serra ha cuzet an dismeganç-se e gouelet hor c’halon evit en em edifia hon-unan.
Mæs gouzout a fell deoc’h, Philotee, pere eo an abjectionou hac an dismegançou profitapla ; hac e lavaràn deoc’h sclear penaus ar re brofitapla d’hon ene hac agreapla da Zoue eo ar re a erru gueneomp dre chanç pe dre ar gondition ma idomp o veva enni, abalamour n’hon eus-ii quet choaset, mæs