Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/201

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
d’ar Vuez Devot.

recevet hon eus-ii hevelep ma zint digacet deomp gant Doue pehini a choas ato guell eguet na reomp-ny. Ma ve ret choas, ar re vrassa eo ar re vella, hac ar re-se a so istimet ar re vrassa pere eo ar re gontrola d’hon inclinationou ; rac evit e lavaret ur veich evit an oll, hor choas hon-unan a zeu da souilla ha da vianaat casi hon oll vertuziou. Ah ! piou a roï deomp-ny ar c’hraç da allout lavaret gant ar Roue bras-hont : choaset em eus beva en abjection hac e disprigeanç e ty va Doue, quent eguet chom e tiez caer ar bec’herien. Nicun ne ell rei ar c’hraç-se deomp, Philotee, nemet an hini pehini evit hon exalti hac hor c’hundui d’ar c’hloar, en deveus deurvezet beva ha mervel en hevelep-fæçon ma zeo bet mez an dud ha dismeganç ar bopl. Lavaret em eus deoc’h cals a draou pere a seblanto deoc’h beza rust ha c’huero pa o c’honsiderrot ; mæs credit din-me, douçoc’h vezint eguet ar sucr hac ar mel pa o fraticot.




AR SEIZVET CHABISTR.
Penaus e rencomp conservi hor reputation o pratica an humilite.


AR veuleudi, an enor hac ar c’hloar ne vezont quet roet d’an dud evit ur vertuz simpl, mæs evit ur vertuz excellant ; rac