Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/208

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
Introduction

fall couls ha gant an hini vad, evel a rea Sant Paul ; evit ma c’hallimp lavaret gant David : o va Doue, abalamour deoc’h eo em eus souffret an dismeganç hac ez e bet goloet va bisaich gant ar vez. Excepti a ràn coulgoude certen crimou quer grevus ha quen iffam, na dle nicun souffr beza blamet ha calomniet anezo, pa ell en em justifia diouto legitimamant. Excepti a ràn ive certen personachou diouz reputation pere e tepand silvidiguez cals ; rac er c’hasiou-se eo ret pourchu pæsiblamant ar reparation a enor eus an injur recevet, hervez an avis eus an Deologianet.




AN EIZVET CHABISTR.
Evit an douçder en andret an Nessa, hac evit ar remed ouz ar goler.


AR C’hrem pe an Oleo sacr peveus a hini en em servicher en Ilis Doue, dre dradition an Ebestel, evit ar Confirmation ha certen Benedictionou, a so composet eus a eol olives mellet gant baum, pehini a rebresant etre an traou-all an diou vertuz gaer ac agreabl pere a veler sclear er Personaich sacr eus hor Salver, ha pere en deveus recommandet deomp particulieramant, evel pa ve dreizo ispicial e tleffe hor c’halon beza consacret d’e servich hac appliquet d’e imita. Disquit guene-me, emezàn, penaus ez oun