douç hac humbl a galon. An humilite a zeu d’hor perfectioni en andret Doue, hac an douçder en andret hon Nessa. Ar baum pehini, evel am eus lavaret diaguent, a zisquen ato dindan etre an oll liqueriou, a represant an humilite. An eol olives, pehini a bign ato var c’horre, a represant an douçder hac ar vadelez, pehini a dremen dreist peb tra hac a so exceHant etre ar vertuziou, dre ma zeo ar fleur hac an dien eus ar garantez, pehini, hervez Sant Bernard, a so parfeta ma c’hell beza, pa vez non pas hepquen patiant, mæs c’hoaz pa vez douç ha deboner. Hoguen liquit evez, Philotee, da gaout en ho calon, ha non pas hepquen en ho quenou, ar c’hrem pe an dien mistic-mâ composet a zouçder hac a humilite ; rac unan eus ab artifiçou hac ar finessaou bras en de-veus hon adversour, eo ma ra da gals en em abusi gant comsou ha gant contanançou exterieur eus an diou vertuz-mâ, hac o veza na examinont quet ervat o interieur, e sonch dezo beza humbl ha douç, ha ne dint na cals na nebeut cousgoude. Quemense a vez anavezet dre ma teuont d’en em formalisa gant un arroganç vras, disterra coms a vez lavaret dezo a-dreus, ha disterra injur a recevont, evit quement ceremoniou a zouçder hac a humilite a veler ganto. Lavaret a reer penaus ar re pere o deveus quemeret ar re-med preservatif pehini a c’halver communa-
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/209
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
00
d’ar Vuez Devot.