Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/210

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
Introduction

mant Graç Sant Paul, ne gouenvont quet evito da veza flemmet gant an aër-viber, nemet e vezo ar remed-se eus an hini mad ha fin ; dememes pa vez mad ha guirion an humilite hac an douçder, hor goarantissont diouz ar chôenv hac an ardeur a gustum an injurou da lacat da sevel en hor c’halon. Mar deuomp ervat da veza rog, d’en em c’hueza ha d’en em zipita ; pa vezomp flemmet gant an teodou fall, eo sin penaus ne de quet sincer ha guirion hon humilite hac hon douçder, nemet hepquen peintet ha diguiset.

Ar Patriarch bras ha santel-hont Joseph, pa gassas e vreudeur var o c’his eus a Egipt da dy o Zad, ne roas nemet an avis-mâ dezo : n’en em liquit quet e coler en hoc’h hent, emezàn. Me lavar deoc’h ar memes tra, Philotee : ar vuez miserabl-mâ ne deo nemet un hent etrese ar vuez eternel ; n’en em lequeomp quet e coler eta en hon hent, an eil-re ouz o hentez ac’hanomp ; querzomp gant hor breudeur ha c’hoareset gristen douçamant, pssiblamant hac amiablamant. Hoguen me lavar deoc’h distac hep exception ebet, n’en em golerit na cals na nebeut, mar de possibl, ha na recevit pretext ebet a nep-seurt evit digueri an nor eus ho calon d’ar goler ; rac Sant Jacques a lavar, bref ha næt, hep reservation ebet, penaus coler an den n’en rent quet just hac agreabl dirac Doue. Ret eo resista ouz an