Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
Introduction

erçot prontamant en andret nep ma viot bet en em goleret ountâ pe outi. Rac ec’his ma zeo ur remed excellant ouz ar gaou en em zislavaret evel ma santomp hor bez-èn lavaret, dememes eo ur remed excellant ouz ar goler ivez e rapari neuse-souden dre un act a zouçder control dezi, rac, evel a lavarer, ur c’houli nevez great a so eassoc’h da remedia outi. Ouzpen pa vezit e repos hac hep sujet ebet d’en em goleri, grit ur bourvision vras eus a zouçder hac a batiantet, o lavaret hoc’h oll gomsou hac oc’h ober hoc’h oll actionou, pe ii bian pe ii bras, en ur fæçon an douça hac an agreapla a vezo possibl ; o caout memor penaus ar Pried sacr eus a Gantic ar C’hanticou ne deveus quet hepquen ar mel var he diveus hac ouz bec he zeaud, mæs c’hoaz e deus-èn dindan he zeaud, da lavaret eo en he feutrin, ha ne de quet mel hepquen eo e deus ennâ, mæs ivez leaz. Rac ne de quet aoualc’h e ve douç en andret hon nessa ar goms hepquen ac’hanomp, mæs hon oll beutrin, da lavaret e, an oll interieur eus hon ene a dle beza ive ; ha ne rencomp quet hepquen caout an douçder eus ar mel pehini so a c’huez mad, da lavaret eo, ne de quet aoualc’h hor be un antretien douç, hac agreabl-gant an dud diaveas, beza e tleomp caout ivez an douçder euz al leaz etouez tud hon ty hac hon ameseien dost : hac en dra-se o deus ur man-