Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/215

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
d’ar Vuez Devot.

camant bras ar re pere a so evel Elez emeas hac evel diaoulou en ty.




AN NAVET CHABISTR.
Evit an douçder en hon andret hon-unan.


UNan eus ar praticou. mad a ouffemp da ober eus an douçder eo e exerci en hon andret hon-unan, hep en em zipita jamæs ouzomp hon-unan nac ouz hon imperfectionou. Rac peguement bennâc ma c’houlen ar ræson, goude ma hor bez faziet, hor be regret ha displijadur a guemense, e tleomp cousgoude miret n’hor be un displijadur chagrinus, dipitus ha colerus : hac eno e ra ur faut bras ar re pere a zeu d’en em goleri rac beza en em lequeat e coler, a zeu d’en em chagrina rac beza en em lequeat e chagrin, hac o deveus dipit rac beza en em dipitet. Dre ar voyen-se e talc’hont o c’halon confitet ha distempret ato er goler ; ha peguement bennâc ma seblante an eil goler chasseal ar guenta, e servich cousgoude da un digor ha da ur passaich evit ur goler-all er guenta occasion a erruo : hac ouzpen so, ar goler-se, an dipit hac ar chagrin-se ouzomp hon-unan n’en deveus quen but nemet an orgouill, na quen sourcen nemet an amour propr, pehini a ra deomp en em droubli hac en em inquieti oc’h en em velet imparfet. Ret eo eta caout un displijadur eus