Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
215
d’ar Vuez Devot.

fell deoc’h da exerci abalamour ma vezzint guell a se, ha ma o devezo un doubl graç hac un doubl merit, o veza ma zint a ur c’hostez actionou mad enno o-unan, hac ur c’hostez-all o veza ma o grit dre oboissanç d’ho Tirecteur. Eürus eo ar re oboissant ; rac Doue ne bermeto jamæs e teuent d’en em egari ha d’en em goll.




AN DAOUZECVET CHABISTR.
Var an necessite eus ar Chastete.


AR chastete eo ar fourdilis eus ar vertuziou, renta a ra an dud casi henvel ouz an Elez, netra ne de caer nemet dre ar burete, hac ar burete eus an dud eo ar chastete. Ar chastete a so galvet honestis, hac ar brofession anezi a so galvet enor ; galvet eo ivez integrite, hac ar c’hontrol dezi a so galvet corruption : bref e gloar a so toutafæt particulier dre ma zeo ar vertuz gaer hac ar vertuz venn eus ar c’horf hac eus an ene. Ne de jamæs permetet tenna plijadur impudic ebet eus hor c’horf, p’e fæçon bennâc ec’halle beza, nemet en ur briedelez ligitim, peveus a hini ar santelez a alle en ur fæçon bennâc recompansi ha rapari an domaich pehini a recever er blijadur-se. Ha c’hoaz er briedelez e ranquer observi an honestis eus an intention. Ar galon chast a so evel ar vam berlesen pehini ne ell receo be-