rad dour a guement na zeue eus an Eê : rac ar galon chast ne ell ive receo plijadur ebet nemet hini ar Briedelez, pehini a so ordrenet eus an Eê ; emeas achano ne de quet permetet so-quen en em antreteni volontieramant en ur sonjeson a blijadur.
Evit ar guenta pasen eus ar vertuz-mâ, liquit evez, Philotee, na guemerrac’h nep seurt plijadur a guement a ve difennet evel ma zeo an oll plijadurezou pere a guemerer emeas eus ar briedelez, hac er briedelez memes pa o c’hemerer a enep an urz hac an usaich eus ar briedelez. Evit an eil en em brivit muia ma vezo possibl deoc’h eus ar plijadurezou inutil ha dreist-vusur peguement bennâc na vent quet diffennet. Evit an drede Fasen, na staguit quet hoc’h affection ouz ar plijadurezou pere a so gourc’hemennet hac ordrenet. Rac peguement bennâc ma ve ret exerci ar plijadurezou necesser, da lavaret eo ar re pere a apparchant ouz ar fin hac an institution eus ar briedelez santel, cousgoude ne ranquer jamæs stagua ar galon hac ar speret outo.
Erfin peb-unan en deveus izom bras eus ar vertuz-mâ : ar re a so maro o friedou diganto, a dle caout ur chastete courachus pehini ne zispriche quet hepquen an objedou presant ha da zonet, mæs a resiste ivez ouz an imaginationou, pere a alle beza presantet en o sperejou dre ar plijadurezou licit