Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
Introduction

eguet quement na ell quet da c’houzaon : rac evel a lavar ar Personaich bras Sant Jerom, an adversour a zeu da bressi ha da zouguen gant violanç ar guerc’heset d’an desir da ober un essa eus a bligeadurez ar c’hic, o rei dezo da gridi, ez e brassoc’h hac agreaploc’h eguet na deo en effet ; ha quemense a ro un droublien vras dezo alies, dre ma sonch dezo ez e douçoc’h hac agreaploc’h cals ar pligeadurezou-se pere ne enevont quet : rac evel ma ve ur papilloun pe ur valavennic, pa vel ar flam, o nigeal en dro dezàn curiusamant, evit essa hac evit anaoui hac èn a so ar flam-se quen douç da c’houzout evel ma zeo caer da velet, hac o veza presset gant ar guriosite-se ne baouez o troïdellat quen a vez en em gollet hac en em rostet er flam er c’henta essa : dememes an dud yaouanc en em les alies da veza sesiet ha tpuellet gant an istim sot ha faus pehini a reont eus ar bligeadur a sonch dezo a so er flammou a impurete, ma teuont goude cals a songesonou curius, d’en em goll ha d’en em rosta erfin er flammou impur-se, o veza sotoc’h er poent-se c’hoaz eguet ar papillonnet ; rac ar re-mâ o deveus un occasion bennâc da sonjal e ve douç ha delicius an tan, pa zeo quer caer da velet ; eleac’h an dud intourdi-se, hac ii o c’houzout ervat eo estrainch ha zizonest ar pez a glascont, ne lesont quet evit quemense na reont