Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
Introduction

laich pehini a red en ur zevi ha tuma ha tuont hep en em arreti e nep leac’h. Dangerus eo ato quemeret remejou violant ; rac mar quemerer mui eguet a ranquer, pe ma na vent quet preparet mad e noasont cals da nep o c’hemer. Ar briedelez a so bet benniguet hac ordrenet a ur perz evit remet ouz ar goncupissanç hac ez eo evit guir ur remed excellant, mæs ur remed violant eo cousgoude, ha parconsecant ur remed dangerus nemet gant moderation en em servichet anezan.

Ajouti a ràn penaus e vez separet alies an eil pried diouz eguile gant naouzpet seurt afferou pe gant clevejou hir, ha racse o deveus izom an dud demezet eus a ziou seurt chastete, unan evit en em absteni toutafæt pa zeo separet dre an occasionou-se, hac un all evit en em voderi pa vezont assambles en o zrein ordinal. Certenamant Santes Catel a Sienne a velas etouez ar re Zaonet cals a eneou tourmantet bras meurbet, o veza bet violet ar santelez eus ar briedelez, ar pez a yoa c’hoarvezet, emezi, non pas abalamour d’ar c’hrevusdet eus ar pec’het, rac ar muntrou hac ar blasphemou a so grevussoc’h, mæs abalamour ar re pere a goumet ar pec’hejou-se a enep un usaich eus ac briedelez, ne reont scrupul ebet anezo, hac evelse e continuont enno pell amser. Guelet a rit eta penaus ar chastete a so necesser da