Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/233

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
d’ar Vuez Devot.

bep seurt tud. Heuliit, eme an Abostol, ha conservit ar peoc’h gant an oll, hac ar santelez anes pehini den ne velo Doue : dre ar santelez ec’hentent ar chastete, evel ma o deveus remerquet Sant Jerom ha Sant Chrisostom. Non Philotee, nicun ne velo Doue hep ar chastete; nicun ne rai e zemeuranç en e Bales santel a guement na vezo quet neat a galon ; hac evel a lavar hor Salver e-unan, ar chass hac ar re impudic a choumo diaveas, hac eürus eo ar re a so pur a galon rac ma o devezo ar vision a Zoue.




AN TRIZECVET CHABISTR.
Avis evit conservi ar Chastete.


BEzit pront meurbet d’en em zistrei diouz quement a zoug hac a denn d’al lubricite ; rac an droug-se a zeu d’en em riscla ha da gonqueri e calon un den hep e sonjal, hac eus a ur gommançamant vian e c’havanç da accidantou bras : eassoc’h vez ato tec’het diountâ eguet na vez remedia ountâ. Corfou an dud a so hènvel ouz guerr, pere ne ellonr quet beza douguet assambles touich ha rouich hep danger d’en em derri, hac ouz ar frouez pere, hac ii en o antier ha dareyet mat, a vez domaget ha gouazzeat an eil-re diouz o-hentez anezo pa en em douchont. An dour memes, peguer fresq bennâc e c’halle beza en ur pot pe en un dra-all, an-dal ma vez