galonou lous-se ne gomsont nemeur ouz den nac a voaset nac a verc’het, na noasont dezâ en ur fæçon bennâc a enep ar burete. Beza o deveus ar vinim en o daoulagat hac en o halan, evel ur certen sarpant hanvet ar Basilic. Er c’hontrol hentit an dud chast ha vertuzus, constderit ha lennit alies an traou santel ; rac comsou Doue a so chast hac a rent chast ivez ar re en em blich enno. Ar pez a ra da Zavid o c’homparachi ouz an Topaze, pehini a so ur mean precius hac en deveus ar vertuz da vouga an ardeur eus ar goncupisçanç. En em zalc’hit tost ato da Jesus-Christ crucifiet, ha spirituelamant dre ar veditation ha realamant dre ar Gommunion sacr. Rac evel ma teu quement a gousq var ur certen lousaouen hanvet Agnus castus da veza pur ha chast ; dememes o reposi ho calon var hor Salver, pehini eo ar guir Oan chast hep taich, e vellot ervat penaus abarz nemeur e teui hoc’h ene hac ho calon d’en em gaout purifiet diouz peb souillur ha diouz peb lubricite.
Urus ar re a so paour hervez ar speret, eme hor Salver ; rac evito eo Rouantelez an Eê. Maleürus eta eo ar re a so pin-