Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/238

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
Introduction

vidic hervez ar speret, rac paourenrez an Ifern a so evito. Hennez a so pinvidic hervez ar speret, pehini en deveus pinvidiguez en e speret, pe da viana en deveus lequeat e speret er binvidiguez. Hennez ervat a so paour hervez ar speret, pehini n’en deveus pinvideguez ebet en e speret, na ne laca e speret e pinvidiguez ebet. Certen laboucet galvet Alcyonet a ra o neiziou evel un aval, ha ne lesont enno nemet un digoric bian diouz an eac’h ; o lacaat a reont var bord ar mor, hac o greont quer ferm, quer stard ha quer clos, na ell jamæs an dour antren enno, evito da vont gant ar mor : hac evelse oc’h en em zerc’hel ato var c’horre an dour, e choumont e creis ar mor, var ar mor, ha treac’h d’ar mor. Ho calon, va Philotee, a dle beza evelse digor hepquen d’an Eê ha serret clos ouz ar binvidiguez hac ouz an traou temporel. Mar hoc’h eus anezo, dalc’hit ho calon exant ha diangaich diouz an affection-hac an attaich outo : grit ma en em zalc’ho bepret ho calon var o gorre, evel neiz an Alcion var c’horre ar mor, ha ma vezo hep pinvidiguez ha mæstr d’ar binvidiguez e creiz ar binvidiguez memes. Non, na liquit quet ar speret celestiel-se deoc’h ebarz er madou terrien ; grit ma vezo bepret a-ziouto, ha non pas enno.

Diffaranç a so etre caout poeson ha beza ampoesonet. An Apotiquerien o deveus casi