oll poeson evit en em servichout anezàn e naouspet occasion ; mæs evito da gaout poeson, ne dint quet ampoesonet, abalamour n’o deveus quet ar poeson en o c’horf, mæs en o bouticl : evelse ivez e c’hillit caout madou hep beza ampoesonet ganto, oc’h o c’haout en ho ty pe en ho pours, ha non pas en ho calon. Beza pinvidic dre effet ha paour dre affection eo an eürusdet vras eus ar Christen ; rac dre ar voyen-se en deveus ar gommodite eus ar binvidiguez evit ar bed-mâ, hac ar merit eus ar baourentez evit ar bed-all. Allas, Philotee, jamæs nicun ne avoueo beza avaricius : peb-unan a zisaoue ar vileni-se eus ar galon. Darn en em excus var an niver eus o bugale peveus a re e rencont pourvaï ; darn-all var ar furnez hac ar brudanç pehini a c’houlen e testument moyen varben ma o devezo izom. Jamæs ne guefont o deffe re, ato e quefont ur ræson bennâc da gaout davantaich ; ha memes ar re avariciussa, pell diouz avouei e vent avaricius, ne sonjont quet so-quen en o c’houstianç e vent. Non, rac an avariçdet a so un derzien estrainch, pehini sul violantoc’h ha sul ardantoc’h ma zeo, sul insansiploc’h ha sul grizzoc’h e teu da veza. Moyses a velas an tan sacr pehini a zeve un vogen hep e c’honsumi morsetout ; mæs er c’hontrol an tan profan eus an avariçdet a zeu da gonsumi ha da zevori an avariscius hep e zevi morse--
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/239
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
d’ar Vuez Devot.