Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
Introduction.

roc’h hac agreaploc’h. Peb seurt mein precius o veza tolet er mel a luguern mui a se peb-unan en e liou ; ha peb den ivez a zeu da veza cals agreaploc’h en e vocation hac en e stad pa en em ro d’an devotion : ar sourci eus ar famil a vez rentet pesiploc’h a se ? ar garantez etre ar priedou a vez sinceroc’h, ar mestr a vez servichet gant mui a fidelite, ha peb seurt occupation a vez cafet eassoc’h ha douçoc’h a se.

Un errol eo ha memes un heresi fallout banissa ar vuez devot eus a douez ar Soudardet, eus a douez an Artisanet pe al Labourerien, hac eus a douez an dud demezet. Guir eo, Philotee, penaus en seurt vocationou-se ne aller quet exerci an devotion pehini ne gonsist nemet o contempli, ha ne de propr nemet d’ar Venec’h ha d’al Leaneset ; hoguen beza ez eus devotionou all, hac a so propr evit perfectioni ar re so er bed o veva : Abraham, Isaac, Jacob, David , Job, Tobias, Sara, Rebecca, ha Judith, a ro testeni a quememâ el Lesen ancien ; hac el Lesen nevez Sant Joseph, Lydia, ha St. Crêpin a oue devot ha parfet meurbet en o bouticlou : Santes Anna, Santes Martha, Santes Monica, Aquila, Priscilla, a oue devot ha parfet en o ziegueziou : Cornelius , Sant Sebastien, Sant Mauriç, a oue devot ha parfet en armeou ; Constantin, Helena, Sant Lois a oue devot bras ivez en o Falesiou.