telez an Eê. Me am eus bet naon, ha c’hui hoc’h eus roet din da zibri : me am eus bet riou ha c’hui hoc’h eus va guisquet : deut eta da bossedi ar Rouantelez, pehini a so preparet evidoc’h abaoue commançamant ar bed, eme vezo ar Roue eus ar beorien hac eus ar Rouanez en e varnidiguez vras.
Ne deus nicun na erru gantan un occasion bennâc da gaout deffot ha manq eus a un dra ; aviziou ec’h erru en hon ty un den pehini a garremp hac a dleffemp da dreti ervat, ha n’hon eus quet neuse ar gommodite d’e ober ; hon dillat a fæçon so chomet un tu, hac hor be izom anezo un tu-all, eleac’h ma ve requis en em apparissa propr. C’hoarvout a ra e vez fall ar guin e vez goazzeat ar c’hic, ne vez quet mad ar bara pe an aman, pe ar souben. En em gaout a reer dre rancontr un tu bennâc, eleac’h ma vanc peb commodite, ne deus na guele mad, na cambr, na taul, na servich. Erfin eas aoualc’h eo caout alies izom eus a un dra bennâc, daoust peguer pinvidic ec’hallet beza, ha quemense eo beza paour en effet eus ar pez a vanq deomp : bezit contant eta, Philotee, eus ar rancontrou-se, acceptit-ii a galon vad, souffrit-ii gant joa. Pa erruo gueneoc’h inconvenianchou, perea zui d ho paourissaat cals pe nebeut, evel ma ra ar goual amser, an tan , ar reverdi, ur bloazvez toc’her, ul laeronci, ur proces, pe un