inconveniant all bennâc evelse ; neuse eo ar guir occasion da bratica ar baourentez, o receo gant douçder ar c’hollou-se, hac oc’h en em resina gant patiantet ha gant fermete d’an appaourissamant-se.
Esaü en em bresantas d’e dad gant e zaouarn goloet a vleo, ha Jacob a eureu toudememes, hoguen ec’his na doa quet ar bleo, pere a yoa var daouarn Jacob staguet ouz e groc’hen, mæs ouz e vanegou hepquen, e c’hallet lamet ar bleo-se hep e chloasa nac e guignat : mæs er c’hontrol evel ma zoa ar bleo, a yoa var daouarn Esaü, stag ouz e groc’hen, pehini a ioa blevoc naturelamant, ma falviset tenna ar bleo-se digantàn, e vise gloaset cals, en divise criet, hac e vise en em efforcet da zifen e vleo. Evelse ive pa vez stag hor moyen ouz hor c’halon, mar deu ar goal amser, pe al laer, pe ar chicaneur, pe ar bleiz, pe ar c’hlenvet pe un dra all da ziframma lot eus ar voyen-se digueneomp, pebez clemou ha murmurou, pebez inquietud hac impatiantet a vez gueneomp-ni ? mæs pa na vez stag hor madou nemet ouz ar sourci pehini a fell da Zoue hor be anezo, ha non pas ouz hor c’halon, mar o diframmer digueneomp, n’en em chagrinimp quet cousgoude na ne gollimp quet ar reposvan eus hor speret. Hounnez eo an difaranç a so etre an anevalet hac an dud e quenver o sae ; rac sae an anevalet a so stag