Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/249

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
237
d’ar Vuez Devot.

ouz o c’hic, ha sae an dud ne dema nemet a ziouz o c’hic en hevelep-fæçon ma c’hellont he lamet hac he lacaat pa gueront.




AR C’HUEZECVET CHABISTR.
Evit pratica ar binvidiguez a speret e creiz ar baourentez reel.


HOguen mar douc’h paour en effet, va Philotee gueaz, en hanv-Doue, bezit-èn c’hoaz hervez ar speret. Grit eus a neces-site vertuz, hac impligit ar mean precius-se eus ar baourentez hervez ma tal. Ar guenet hac ar sclerder anezi ne de quet disolo er bed-mâ da velet, mæs cousgoude ez e caer ha pinvidic meurbet. Quemerit patiantet en ho faourentez, e maouc’h e compagnunez vad. Hor Salver, ar Verc’hes, an Ebestel hac un nombr bras a Sent hac a Santeset a so bet paour ; ha peguement bennâc ma c’halfent beza pinvidic, n’o deveus quet priget beza. Peguement a vondianet vras a so pere o deveus bet cals a boan hac a gontroliez o vont da glasq gant ur sourci particulier ar baourentez santel ebarz er C’houenchou hac en Hospitaliou ? Cals a boan o deveus quemeret evit e c’haout, testou Sant Alexis, Santes Paula, Sant Paulin, Santes Angela ha cals a re-all ; ha sellit penaus, Philotee, ar baourentez santel-se o veza graciussoc’h en hoc’h andret e teu d’en em bresanti deoc’h e-unan.