Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
d’ar Vuez Devot.


Erruet e bet so quen gant cals ma o deveus collet ar berfection hac an devotion er solitud peguer convenabl bennâc eo ar solitud evit en em renta parfet, ha ma o deveus y conservet er c’hontrol etouez an dud hac e-creis ar bed, eleac’h ma sonchet e ve quen dies caout ar berfection-se. Loth, eme Sant Gregor, pehini a oue quer chast endra edo e kear, en em souillas endra edo er solitud. Pe eleac’h bennaac en em gaffemp, ec’hellomp hac e tleomp bisa d’ar vuez devot ha parfet.




AR PEVARE CHABISTR.
Penaus eo necesser caout ur C’honducteur evit antren hac avanç en devotion.


MAp Tobias, o veza gourc’hemennet dezàn gant e Dad mont da Ragez, a lavaras, ne ouie quet an hent da vont d’y ; e dad a respontas dezàn, iit eta da glasq un den fidel bennâc evit ho cundui. Me lavar deoc’h ar memes tra, va Philotee ; hac c’hui a euteur sinceramant querzet varzu an devotion ? clasquit un den santel bennac evit ho ren hac ho cundui. Hemâ eo an avertissamãt eus an avertissamanchou, petra bennaac a glascot, eme an den devot Avila, ne gueffot jamæs volontez Doue quen assur, evel dre an hent eus an obeissanç humbl-mâ, pehini a so bet quement recomandet ha pra-