Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
Introduction

Mar bevit evelse, e viot pinvidic bras en ho paourentez.




AR SEITECVET CHABISTR.
Var ar mignounaich pe ar garantez, ha da guenta var an hini a so droug ha libertin.


AR Garantez a zalc’h ar renq guenta etre ar passionou hac an inclinationou eus an ene : ar Roue eo eus a oll mouvamanchou ar galon ; ar rest oll a laca da drei ountàn, hac hon rent hènvel ouz ar pez a gar. Liquit evez mad eta, va Philoree, n’ho pe ur garantez fall, rac neuse-souden e veac’h fall hoc’h-unan. An amitie, pe mar de guell gueneoc’h, ar vignonaich eo an dangerussa carantez a so tout, abalamour ar garanteziou-all a ell beza hep communication hac hep familiarite ebet ; mæs ar vignounaich o veza fountet antieramant var ar gommunication hac ar familiarite, ne aller casi jamæs e c’haout gant un den anez beza participant en e galiteou hac en e inclinationou.

Peb seurt carantez ne de quet mignounaich, rac caret a aller hep beza caret, ha neuse ez eus carantez, hoguen non pas mignounaich, dre ma zeo ar mignounaich ur garantez mutuel a bep costez, ha ma na de mutuel a bep costez, ne de quet mignounaich eo : ha ne de quet aoualc’h e ve mutuel a bep costez, mæs ret e ouzpen e teue