Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/253

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
d’ar Vuez Devot.

ar re pere en em gar a bep costez, da anaout ervat en em gueron t; rac ma n’en enevont, ur garantez vezo o devezo ha non pas ur vignounaich. Ret e ve c’hoaz entrezo ur gommunication hac ur familiarite bennâc, pe var hini e ve fontet ar vignounaich ; diouz an seurt communication a vezo, e vezo ivez ar vignounaich ; ha diouz ma zeo ar mad a gommunico an eil gant eguile [e] vezo ivez ar gommunication : mar de ur mad faus ha vean, ar vignounaich a so faus ha vean : mar deo ur guir mad, ar vignounaich a so ive guirion, ha sul excellantoc’h vezo ar mad, sul exellantoc’h vezo ar vignounaich : rac evel ma zeo excellantoc’h ar mel, pa vez destumet eus a veleun ar fleuraichou ar re zilicata, evelse ar garantez pa vez fontet var ur gommunication an dilicata hac an excellanta, eo ivez an excellanta : hac evel ma zeus mel en Heraclee de Ponte, pehini a so binimus hac a ra da nep a zebr anezàn coll e jugeamant, abala-mour ma ze destumet divar lousaouen an aconit, peveus a hini ez eus abondanç er vro-se : evelse ar vignounaich fontet var ar gommunication eus a ur mad faus ha vicius, a so toutafæt ive faus hac ur goal vignounaich.

Ar gommunication eus a blijadurezou ar c’hic a so un inclination mutuel eus an eil costez hac eguile hac un attaich brutal, pe-