Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/254

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
Introduction

hini ne ell quet douguen an hano a vignounaich hac a garantez, quen nebeut ha ma c’hell an inclination o deveus an esen hac ar c’heseq d’an hevelep plijadurezou-se : ha ma na ve quen commumcation na quen familiarite er briedelez nemet an hini brutal-se, ne ve mignounaich na carantez ebet en-hi quen nebeut ; mæs evel ma zeus en-hi ouzpen hounnez ur gommunication a vuez, a sourci, a vadou, a affection hac eus a ur fidelite ferm pehini en deveus an eil pried d’eguile, abalamour da-se ar vignounaich eus ar briedelez a so ur guir vignounaich hac ur garantez santel. Ar vignounaich pehini a so fountet var ar gommunication eus a blijadurezou ar c’hic a so toutafæt gros hac indin eus an hano a vignounaich : evel ivez an hini a so fountet var certen vertuziou volaich ha vean, abalamour ma tepand ivez ar vertuziou-se diouz ar c’hic. Guervell a ran plijadurezou ar c’hic ar re pere en em stag da guenta ha principalamant ouz ar pemp squiant natural, evel ma zeo ar blijadur o velet ar guenet, o clevet ur vouez douç, o touich ouz ar pez a so agreabl d’ar c’hic, hac an seurt plijadurezou-se. Vertuziou volaich ha vean ec’halvan certen habiliteou ha caliteou vean galvet gant ar sperejou sempl vertuziou ha perfectionou.

Selaouit an darn-vuia eus ar merc’het hac eus an dud yaouanc o coms, n’o devezo da-