A zeu ar mignounachou sot ha friol-se da sevel etre goaset ha merc’het, hep caout pretantion ebet a briedelez, ez int galvet amourousdet ; rac evel na dint nemet ur faltasi hac un imagination a vignounaich me ellont quet douguen an hano nac a vignounaich nac a garantez, abalamour d’ar vanite ha d’ar follentez vras anezo. Dre an amourousdet-se e chom calonou ar voaset hac ar merc’het angaget ha liamet an eil-re gant o hentez anezo en affectionou vean ha foll, fontet var ar gommunicationou friol-se ha var ar guenet pe an dereadurez dister-se ma hon eus comset anezi Ha peguement bennâc ma ze ordinal an seurt caranteziou-se d’en em abima e sansualiteou hac e lubriciteou vil, ne de quet hennez cousgoude eo ar c’henta dessein eus ar re pere en em antreten en seurt mignounaich-se ; rac ma ve, ne ve quet amourousdet ve an dra-se, un impudicite hac ur paillardiez patant ve. Tremen a raï so-quen aviziou meur a vloaz hep e c’herrue etre ar re pere a so clan gant an amourousdet foll-se netra tout a guement a ve control directamant da chastete ar c’horf, nemet ma en em arretont da zistempra o c’halon en inclinationou, e desirou, en hua-