Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
d’ar Vuez Devot.

nadou, en antretienou, e chestou hac en seurt rambreou vean hac impertinant-se, hac an dra-se evit ne ouffac’h quet pe seurt pretantionou.

Darn n’o deveus quen dessein nemet da youli o c’halon o rei hac o receo amourousdet, o c’heul en dra-se o inclinarion amourous, hac ar re-mâ ne deont diouz netra evit ar choas eus o amourousdet nemet diouz o gout hac o inclination, en hevelep-fæçon, evel ma o devezo rancontret unan bennâc hac a bligeo dezo hep examina nac an interieur nac ar gomportamant anezan pe anezi, e commincint ar gommunication hac an antretien-se eus a amourousdet, hac en em boulsint e rouejou maleürus, peveus a re o devezo poan goude-se o sortial. Darn all en em les da vont d’an amourousdet-se dre vanite o veza avis gãto penaus ne de quet nebeut a enor dezo angagi ha deceo ar galonou dre garantez ; hac ar re-mâ oc’h ober o choas evit ar c’hloar, a zeu da steigna o laçou ha da asten o rouejou en andrejou caer, specius ha ral hac a fouguer reall a so douguet d’an amourousdet ha dre o inclination ha dre ar vanite assambles : rac peguement bennâc ma ve troet o c’halon ouz an amourousdet, ne fell dezo cousgoude receo carantez nemet gant un avançamant bennâc a c’hloar. Ar vignounaichou-se oll a so mechant, sot ha vean :