Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
d’ar Vuez Devot.

taoul-lagat evit taoul-lagat, sell evit sell, hac a vezo heuliet souden gant ur musc’hoarz douç bennâc, ha gant comsouigou tener ha goloet evit ar gommançamant : hoguen abarz nemeur e teuor d’en em hardizzaat, ha dadremen d’ar c’hajolerez ha d’ar gestou patant. Laca evez, va zeaud, na vez re libr da lavaret petra a erruo goude : gousgoude e livirin c’hoaz ar virionez-mâ ; netra tout a guement a gustum ar vouaset hac ar merc’het da lavaret ha da ober assambles er gomplesançou foll-se, ne vez exant eus ar mouvamanchou hac an inclinationou lubric. Quement a apparchant ouz an amourousdet a so stag-ouz-stag oll hac a zeu d’en em heul ha d’en em sacha, evel ma teu un ouarn sachet ha tennet gant an aïamànt, da sacha ha da denna cals a hern all var e lerc’h.

O! e a lavar guir an Escop bras-mâ : petra a soinch dec’hu da ober ? Rei carantez hep-quen ? Non pas ; den ne ro carantez volontieramant, na guemer ive necesseramant : ha nep a guemer a vez quemeret er c’hoari-ma. Al lousaouen Aproxis a receo hac a gonceo an tan, evel ma er guel. Ar memes tra a c’hoare gant hor c’halon : evel ma vel un all anflammet a garantez eviti, e teu ive da doma outi ha d’en em anflami neuse-souden. Contant oun da guemeret carantez, eme vezo unan-bennâc, mæs non pas larg em c’halon. Allas ! en em drompla a rit : an tân--