garantez-se e traou sot, vean, ha friol, evel pa hor be re anezi. Mæs Doue ar Barner bras-se, pehini en devoa reservet evintâ e-unan ar garantez eus hon eneou hepquen en anaoudeguez eus hor c’hreation, conservation, ha Redemtion, a c’houlenno ur gount rigolius meurbet eus ar brodigalite foll-se a reomp eus hor c’harantez : mar tle ober un examen quer piz eus ar c’homsou inutil, petra a raï-èn eus ar garanteziou inutil, impertinant, fol ha pernicius ?
Ar vezen craon a noas cals d’ar guini ha d’an douar pe en hini e vez plantet, abalamour o veza bras ma renn an druzoni eus an douar pehini ne ell quet goudese beza suffisant da vezur ar rest eus ar plant hac eus an traou-all a vez ebarz, e deliou a so quen teo ha quer stanq, ma reont un disheaul bras ha ma recevont an dremeniadet, pere evit discar ar frouez anezi a zeu da fouli ha da vreça tro var dro. An amourousdet-se a ra ar memes noas d’an ene ; rac dont a ra d’e occupi ha da denna e affectionou en hevelep-fæçon, na ell quet goudese beza suffisant da ober œuvr vad ebet : an deliou, da lavaret eo anantretienou, an amusamãchou hac ar rambreou eus an amourousdet-se a so quen ordinal ha quer frecant ma coller ha ma c’himpliger an oll amser ganto ; hac e rennont erfin quement a dentationou, a zistractionou, a suspicionou hac a evenamanchou--