Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/262

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
Introduction

all, ma vez foulet ha brecet oll ar galon ganto : bref an amourousdet a chasse non pas epquen carantez Doue, mæs ivez e zoujanç, hac e teu da semplaat ar speret ha da zimunui ar reputation, en ur guer goab an dud ha bocen ar galon eo.




AN NAONTECVET CHABISTR.
Var ar guir Mignounaich pe ar guir Garantez.


O Philotee, carit peb-unan gant ur garantez vras meurbet ; hoguen n’ho pezet quet a vignounaich nemet gant ar re a ell communica gueneoc’h o traou vertuzus, ha sul vrassoc’h vezo ar vertuziou pere a lequeot en ho commerç hac en hoc’h antretien, sul barfetoc’h vezo ho mignounaich. Mar communiquit ha mar en em antretenit var ar squiant ha var ar gouezieguez, ho mignounaich a so certenamant meulabl bras, ha. meulaploc’h e c’hoaz mar en em antretenit var ar vertuziou ec’his ma zeo ar brudanç, an demperanç, an nerz hac ar justiç : hoguen mar communiquit ha mar en em antretenit var ar garantez, var an devotion ha var ar berfection gristen, ô peguer prectus vezo ho mignounaich-hu ? excellant vezo dre ma teu a berz Doue, excellant dre ma vis etrese Doue, excellant dre ma ze Doue eo ar c’houlm hac an union anezi, excellant