terezigou attirant, pourc’huerez a bocouigou, ha certen privoteou all ha gestou indeçant, pere oll ne dint nemet o c’hement a sinou certen hac assur penaus e couezo souden an honestis e ruin : mæs ar vignounaich santel n’e deveus nemet sellou simpl ha modest, nemet ur cherissamant pur ha franc, na quen huanadou nemet evit an Eê, na quen privoteou pe familiariteou nemet evit ar speret, na quen clemou nemet o veza na de quet caret Doue ; ar re-mâ ervat a so mercou hanat eus a honestis.
Ar mel a Heraclee a zeu da droubli ar guelet ; hac ar vignounaich monden-mâ a zeu da droubli ar jujamant, en hevelep-fæçon ma soinch d’ar re a vez attaïnet gãti penaus e reont ervat endra reont droug, hac e quefont ez e o excusou, o fretextou, hac o c’homsou impertinant, guir ræsonou. Aon o deveus rac ar sclerigen, hac e queront an devaligen ; mæs ar vignounaich santel e deveus daoulagat pere a vel sclear, ha n’en em guz quet, er c’hontrol volontieramant en em zisquez dirac an dud honest. Erfin ar mel a Heraclee a les ur c’huervder vras er guenou, hac ar mignounaichou faus ivez a zeu da cheinch ha da aboutissa e comsou hac e goulennou charnel ha flerius ; hac e cas a revus, e c’haboutissont en injuriou, e calomniou, e tamallou faus, e tristidiguezou, e confusionou hac e chalousiou, pere a gundu