Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/275

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
d’ar Vuez Devot.

ha diframmit, ne ranquer quet en em amusi da zic’hriat ar vignounaichou foll-se, o fresa hac o difframma eo a ranquer ; ne dleer quet en em arreti da ziscoulma an union eus ar garanrez sot-se, e zerri hac e zrouc’ha eo a ranquer, hac endeun al laçou pe al liamou anezi ne delont netra. Ne deus gard da venagi na da espern netra evit ur garanrez pehini a so quer control da garantez Doue.

Hoguen c’hui a lavaro, goude ma em bezo torret evelse ar chadennou eus an esclavaich iffam-se, e resto c’hoaz ur santimant bennâc a guemense gueneèn, ar mercou hac ar roudou eus ar chadennou impur-se a choumo c’hoaz imprimet em zreid, da lavaret eo em affectionou. Ne raint quet, Philotee, mar hoc’h eus concevet en ho calon quement a gassoni hac a zetestation ouz an droug-se evel a verit. Rac mar en detestit evelse, ne viot importunet mui gant quen mouvamant na gant quen santimant nemet gant ur mouvamant hac ur santimant a horrol ouz ar garantez iffam-se hac ouz quement a zepand diouti, hac e choumot exant diouz peb affection fall evit an objet pehini hoc’h eus abandonet, hep caout quen affection nemet an hini eus a ur garantez pur meurbet evit Doue. Hoguen mar rest c’hoaz ur goual inclination bennâc gueneoc’h dre n’hoc’h eus nemet ur regret imparfet, procurit evit hoc’h ene ur solitud mental hervez ar pez am