Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/276

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264
Introduction

eus desquet deoc’h aziaguent, hac en em retirit enni muia ma ellot, ha dre mil effort a speret ha mil-all renoncit d’hoch oll inclinationou ha disaoueit-ii eus hoc’h oll nerz ; lennit muguet an ordinal e lêvriou santel, iit da gofes liessoc’h eguet custum, ha da gommunia ; conferit naïfamant hac humblamant gant ho Tirecteur, mar gu’illit, pe da viana gant un ene prudant ha fidel, e quenver ar suggestionou hac an dentationou a erruo gueneoc’h evit ar sujet-se ; ha na zouetit quet na viot dilivret gant Doue diouz hoc’h oll bassionou, nemet e continuot fidelamant en exerciçou-se.

Mæs, eme viot-hu, ha ne ve quet un ingrateri terri quen distac-se ur vignounaich hac ur garantez cre ? O Philotee, peguen eürus eo an ingrateri pehini hon rent agreabl da Zoue ! Non certenamant, ne vezo quet un ingrateri mæs ur c’hraç vezo a reot en andret nep ma ema ar garantez hac ar vignounaich-se etre c’hui hac èn ; rac o terri ho chadennou e torrot e re, pa oant commun entrezoc’h : ha peguement bennâc na lacaë quet a evez neuse ouz ar mad-se a rit evintâ pe eviti, en anavezo prest goudese hac e cano gueneoc’h evit action a c’hraç : « O va Doue, c’hui hoc’h eus torret va liamou, me a sacrifio deoc’h an hostif a veuleudi, hac a invoco hoc’h hano santel. »