Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/277

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
265
d’ar Vuez Devot.




AN EIL CHABISTR VARNUGUENT.
Avisou-all c’hoaz var sujet eus ar mignounaich.


AR vignonaich a c’houlen ur gommunication vras etre ar re pere en em gar, autramant ne ouffe na sevell na subsista : ha rac-se e c’herru alies, penaus gant ar gommunication eus ar vignonaich e tremen hac en em riscl incessamant cals a gommunicationou-all eus an ell calon en e-ben, dre ma teu ar re pere en em gar, da rei ha da imprima o affectionou hac o inclinationou an eil e calon eguile anezo ; hac an dra-se a erru ispicial pa hor bez un istim bras evit nep a gueromp : rac neuse e tigoromp hor c’halon d’e vignonaich ; en hevelep-fæçon ma c’hantre ganti eas ebarz e oll inclinationou hac e oll impressionou, pe ii so mad, pe ii so droug.

Cerrenamant ar guenan, pere a zestum ar mel a Heraclee, ne glascont nemet ar mel, mæs gant ar mel-se e sunont insansiblamant ar galiteou binimus eus a lousaouen an Aconit pe diouz hini en destumont. Rac-se’ta, Philotee, eo ret pratica ervat en occasion-mâ ar goms a gustume hor Salver da lavaret, hervez ma o deveus desquet deomp ar re ancien : bezit Chencherien ha Moneizerien vad ; da lavaret eo, na recevit quet ar mo-