vreac’h. Guir eo, rac piou bennâc en deveus Jesus-Christ en e galon, en deveus-èn souden goudese en e oll actionou exterieur. Rac-se, va Philotee, ez e bet falvezet din abarz peb-tra gravi hac imprima en ho calon ar guer sacr ha santel-mâ, Bevet Jesus, dre ma zoun sur penaus goude quemense ho puez, pehini a sorti eus ho calon evel un amandesen eus e c’hloç hac eus e mean, a broduo e oll actionou, pere eo e frouez, en hevelep-fæçon ma vezo scrifet ha gravet enno tout ar memes guer a silvidiguez. Hac evel ma vevo ar Jesus douç-mâ en ho calon, e vevo ivez en hoc’h oll gomportamant, hac e c’happarisso en ho taoulagad, en ho quenou, en ho taouarn, ha memes en ho pleo : hac e c’hellot lavaret santelamant evel a lavare Sant Paul ; beo oun, mæs non pas me, hoguen Jesus-Christ eo a so beo enon. Bref nep en deveus gounezet calon an den, en deveus gounezet an den oll. Mæs ar galon-se memes pe dre hini e fell deomp commanç, a c’houlen beza instruet, penaus e tle furmi e zrein hac e maintien exterieur, me lavar, penaus e tle en em gomporti a zianveas, evit ma vellot en trein hac er gomportamant-se non pas hepquen an devotion santel, mæs ivez ur furnez hac ur brudanç vras ; hac evit quemense me ya da rei deoc’h e ber gomsou cals a avisou mad.
Mar gu’illit gouzaon ar yun, e reot ervat