dentationou, pa vez re vaguet hor c’horf, ha pa vez ive re gastizet. Deffaut ar voderation-mâ er yunou, en disciplinou, er porpanchou reun hac en austeriteou, e teu cals a dud da renta inutil e servich Doue hac o nessa al loden vella eus o amser, evel a erruas memes gant S. Bernard peini en deoue queuz da veza cunduet re a austerite ; hac evel ma vezont bet re rust ouz o c’horf er gommançamant e vezont contraign da ober stad anezàn erfin. Ha ne vise quet bet guell dezo ii e dreti en ur fæçon ingal ha moderet diouz an occupation hac an drevell pe da hini oant obliget hervez o stad hac o c’hondition ?
Ar yun hac an drevell pe al lalbour a zeu da gastiza ha da ziscar ar c’hic ; mar de al labour, pehini a reot, necesser deoc’h, pe da viana prositabl bras da c’hloar Doue, ez e guell gueneèn c’hui da soufr ar boan eus al labour eguet eus ar yun. Hennez eo santimant an Iiis, pehini a zeu da exanti diouz ar yunou dleet memes ar re pere o deveus trevellou profitabl da servich Doue hac an Nessa. Unan en deveus poan o yun, mæs un all en deveus poan o servicha an dud clàn, o visita ar brisonerien, o cofes, o sarmon, o c’hasista ar re desolet, o pidi Doue hac oc’h ober an seurt exerciçou-se ; ar boan diveza-mâ a dal mui eguet ar guenta : rac ouzpen ma teu an drevel-mâ da vortifia ar c’horf