netra preparet mat na neat, ober misteriou ha minigançou bep tam, an dra-se a sant eus a ur galon sansuel hac eveziant ouz ar plajou hac ouz ar scudellou.
Sant Bernard hep lacat evez ebet a efas eol, a oue presantet dezàn, eleac’h dour pe vin ; mui e c’hestimàn quemense evit pa en divise efet an huelen c’huero gant intention : rac sin oa ne songe quet er pez a efe ; hac en indiffarenç-se e quènver a pez a dleer da zibri pe da efa, eo e consist an excellanta pratic eus ar guer sacr-mâ : Dibrit ar pez a veso lequeat dirazoc’h. Excepti a ran cousgoude ar bouet pehini a ve noasus d’ar yec’het, pe a zeue da incommodi ar speret, evel a ra da gals ar bouedou tom hac ispiscet, hac ar bouedou moguedus hac avelus e certen occasionou pe en re e deveus izom an natur da veza recreet ha sicouret evit gallout souten un drevell bennâc e gloar Doue : guell e continui da veza bepret sobr ha moderet en dibri hac en efa, eguet ober aviziou abstinançou dreist voder, hac aviziou all en em relachi gant ar gourmandis.
An disciplin, pa vez quemeret gant moderation, e deveus ur vertuz admirabl evit diuna an appetit d’an devotion. Ar porpant run a vortifi cals ar c’horf, hoguen peurvuia [ne] vez quet convenabl na d’an dud demezet, [na d’u]r gomplexion tener, na d’ar re pere [o de]veus poaniou ha trevellou all da suporti :