Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/288

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
Introduction

quen a oue an drede gueich o veza gourvezet toutafæt an asennes dindan Balaam, ma teuas dre ur miracl bras da goms en ur lavaret dezâ ; petra am eus-me grêt dide, perac em scoez-te me evellen evit an drede gueich ? ha neuse souden e oue digoret daoulagad Balaam, hac e velas an Eal, pehini a lavaras dezàn ive ; petra e dide canna evel-se da asennes ? pa ne ve ma e deveus troet an hent divarnon, me am bise da lazet-te, hac e reservet-hi e buez. Neuse Balaam a lavaras d’an Eal ; Autrou, pec’het am eus dre na ouyen quet en em opposac’h ouzin var va hent. Ha c’hui na vel, Philotee, Balaam e-unan eo en deveus grêt an droug hac eo e asennes baour, pehini ne de quet caus, eo a gann hac a sco hep caout truez ebet outhi ? Chetu ase petra erru gueneomp hon-unan alies : ar c’hreg-se o velet he fried pe he c’hrouadur clan, e deveus recours neuse-souden d’ar yun, d’an disciplin ha d’ar mortificationou a gorf, ec’his a eureu David evit un hevelep sujet ; allas ! va mignones guer an asen paour a gannit, affligea ho corf a rit, hac èn ne de quet caus ma ze erruet an droug-se gueneoc’h. Courrigit ho calon, pehini a so idolatr eus ar pried-se, hac a bermet mil mechancete gant ar c’hrouadur-se, hac en destine d’an ourgouil, d’ar vanite ha d’an ambition. An den-se a vel penaus e couez alies e pec’hejou lourd a enep ar burete : ar