remors interieur a zeu a enep d’e goustianç gant ar c’hleze en dourn evit e zreusi dre un doujanç hac ur spont santel rac Doue ; ha neuse-souden e galon o tont enni e-unan a gommanç da lavaret d’e gorf ; ah ! quic mechãt, ah ! corf disleal, trahisset oun gueneez adarre. Chetu-èn neuse-souden o sqüei endra ell var ar c’hic-se, hac o canna ar c’horf-se dezàn gant yunou hac abstinançou direglet, hac oc’h e voual dreti e fæçoniou-all hep nac urz na moderation. O Ene paour, ma c’halle da gorf parlant evel asennes Balaam, e lavare dit ivez ; perac em c’hannez-te me, miserabl ma zoud ? e c’henep da unan, va ene, eo e c’harm Doue e venjanç ; te eo ar griminales ; petra e dide va c’hundui-me d’an occasion ha d’ar goal antretien ? peadra e c’himpligez-te va daoulagat-me, va daouarn ha va musellou pe va zeaud e lubriciteou hac e disonestis ? peadra e teuez-te d’am zroubli me gant imaginationou fall ? quemer songesonou mad, ha n’em bezo quet a voual mouvamanchou ; en em guef gant tud pur ha chast, ha ne vizin quet inquietet gant va choncupissanç. Allas ! te eo a zeu d’am poulsa en tan, ha ne fell quet dit e teffen ; te eo a strinc ar moguet em daoulagat, ha ne fell quet dit e saffe ar flam eus an impurete enno. Ne deus quet da zoueti na lavar Doue deoc’h en occasionou-sè ; cannit, reuguit, faoutit, fresit ho calon prin-
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/289
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
277
d’ar Vuez Devot.