cipalamant : rac a enep ho calon eo ez e courroucet va c’holer. Certenamant evit en em zisober diouz an debron, ne deus quet quement a izom d’en em voalc’hi, evel a so da burifia ar goad ha da refresqui ar felc’h : dememes evit en em zisober diouz hor viçou, ez e mad evit guir mortifia hor c’hic, mæs necesser eo dreist peb-tra purifia ervat hon affectionou ha refresqui hor c’halon : hoguen arabat eo an oll antrepreni nep seurt austeriteou corporal nemet gãt avis hon Directeur.
varnuguent.
Lasq ar gonversationou pe an antretienou, ha tec’het diouto toutafæt, a so diou extremite pere a so da veza blamet en devotion civil peveus a hini e comsàn deoc’h ; rac tec’het diouz peb compagnunez ha diouz peb antretien a sant a zisprigeanç eus an nessa, hac o c’hlasq ivez a sant a feneantis hac a lesireguez. Ret e caret hon nessa eveldomp hon-unan ; hac evit disquez er c’heromp ne dleomp quet tec’het diouz e antretien na revusi beza gantàn ; hac evit disquez en em gueromp hon-unan, e tleomp chom gueneomp hon-unan ive pa vezomp :