Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/291

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
d’ar Vuez Devot.

mæs beza e vezomp, pa na vez nemedomp. Songit ennoc’h hoch-unan, eme Sant Bernard, hac er re-all goudese. Ma na deus netra oc’h ho pressi’ta da vont da glasq antretien ha conversation, pe d’o receo en ho ty, chomit gueneoc’h hoc’h-unan, hac en em antretenit gant ho calon. Mæs mar gu’erru gueneoc’h en em gaout e conversation hac en antretien gant ur re-bennâc, pe mar hoc’h eus ur sujet ligitim da vont da glasq, iit en hanv-Doue, Philotee, ha guelit ho nessa a galon vad ha gant laouenidiguez.

Beza e c’halver goal gonversation ha goal gompagnunez an hini a vez grêt evit ur goal intantion bennâc, peautramant pa vez tud vicius, imprudant ha libertin ar re pere en em guever enni. Evit diouz an seurt compagnunez-se e ranquer distrei, evel ma tistro ar guenan diouz ur vanden guesped. Rac evel ma zeo dangerus ar c’hues, an halan hac an halo pe ar c’hrainch eus ar re ma vez bet croguet ar chaç clàn enno, ispicial evit ar vugale hac evit ar re a so dilicat a gomplexion : evelse an dud vicius ha debordet-se ne ellont beza frecantet nemet gant cals a zanger, ispicial evit ar re pere a so c’hoaz eus a un devotion dener ha dilicat.

Beza ez eus conversationou hac antretienou pere ne servichont da netra nemet d’ar recreation hepquen, ha pere ne reer nemet evit en em divertissa simplamant diouz an