Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/292

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
Introduction

occupationou serius. Evit fæt ar gonversationou-se, ec’his ne ranquer quet en em attachi outo, e c’haller ive rei dezo an amser destinet d’ar recreation. Ar gonversationou pe an antretienou-all o deveus evit but an honestis hac ar civilite, evel ma zeo ar bisitou a rent an eil-re do hentez, ha cerren assambleou pere a vez grêt evit enori an nessa. Evit ar re-se, evel na de quet ret beza supersticius ha poignant bras d’o fratica, ne ranquer quet ivez beza toutafæt incivil d’o neglija ; hoguen satisfia gant modesti d’ar pez a c’houlen hon dever ouzomp er poent-se, evit dioual quen diouz ur vaniel rustic hac incivil, quen diouz ur vaniel scanv ha liger pe volaich.

Ne rest bremâ nemet coms eus ar gonversationou hac antretienou profitabl, evel ma zeo re an dud devot ha vertuzus : evit ar re-se,Philotee, e vezo ur mad bras deoc’h ato rancontr o seurt alies. Ar vinien plantet etouez ar guez olivet a zoug ræsin druz pere o deveus ur gout olivet : un ene pehini en em guef alies etouez an dud vertuzus ne ouffe quet miret na ve vell anezo. Un avantaich bras evit en em exerci en devotion eo caout conversation hac antretien gant an eneou devot.

E peb conversation ar sincerite, ar simplicite, an douçder hac ar vodesti a vez ato preferabl. Beza ez eus tud pere ne reont