nep seurt contananç na mouvamant nemet gant quement a artifiç hac a gomplimant, ma teu peb-unan da enoui ganto. Hac evel ma ve un den enouus hac incommod d’ar re-all ma n’a falfe dezàn jamæs en em bourmen nemet en ur gonta e gamejou, na parlant nemet en ur gana : evelse ar re pere a zalc’h ur meintien artificius hac ur fæçon geinus, ha ne reont netra nemet dre gadanç ha dre gomplimant, a so importun bras d’ar gonversation ha d’an antretien ; hac en seurt tud-se e vez ato un dra bennâc a bresomption : peurvuia e rencomp disquez ur joa moderet en hor c’honversation hac en hon antretien. Sant Romuald ha Sant Anton a so meulet bras abalamour, daoust peguement a austerite a gunduent, ma zoa ornet o bisaich hac o c’homs gant joa, gant laouenidiguez ha gant civilite. En em rejouissit gant ar re joyaus, m’en lavar deoc’h adarre gant au Abostol: Bezit ato joayus ha laouen hervez Doue, ha grit ma en em zisquezo ar vodesti ac’hanoc’h dirac an oll. Evit en em rejouissa hervez Doue eo ret e ve ar sujet eus ho rejouissanç non pas hepquen ligitim, mæs ivez honest : ar pez a lavaràn abalamour ma zeus traou hac a so ligitim ha cousgoude ne dint quet honest ; hac evit ma en em zisquezo ar vodesti ac’hanoc’h, diouallit diouz an insolançou pere a so ato da veza reprenet. Lacat unan da goueza, duaat eguile,
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/293
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
d’ar Vuez Devot.