Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/294

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
Introduction

picat un all, hegal ouz ur foll, quemense ne deo nemet ur boufonerez hac ur rejouissanç sot hac insolant.

Mæs ato, ouzpen ar solitud mental ha spirituel pe en hini e c’hillit en em retira e creis ar gonversationou hac an antretienou brassa, evel am eus lavaret diaraoc, e tleit caret ar solitud local ha reel, non pas evit mont d’an deserziou evel Santes Mari Egiptianes, Sant Paul Ermit, Sant Anton, Arsenius, hac an Tadou-all eus an Desers, mæs evit chom un nebeut en ho cambr, en ho chardin, pe e leac’h-all en ho part hoc’h unan, eleac’h ma c’hallach guell diouz ho souhet tenna ho speret en ho calon ha recrei hoc’h ene gant songesonou mad ha reflexionou santel, pe gant un nebeut lectur spirituel, evel a rea Sant Gregor a Nazianze, pehini o coms anezàn e-unan, a lavar evel-en : En em bourmen a reàn va-unan gueneèn va-unan var dro cuz-heaul, hac e tremenen an amser var bord ar mor, rac custum oun d’en em servichout eus ar recreation-mâ evit en em zisquiza hac evit heija diouzin un nebeut va enouamanchou ordinal. Ha var guememâ e tiscours eus ar reflexion vad pehini a eureu, evel ma em eus-hi recitet deoc’h un tu-all. Sant Anton a rea toudememes, evel ma en raport Sant Augustin, pehini a lavar penaus, o veza antreet alies en e gampr, rac ne revuset an antre anezi ouz