den, er guele o lenn ; ha goude beza gortoet un nebeut gant aon n’en incommodse, e tistroe en e rout hep lavaret guer ebet ountàn, o sonjal penaus an nebeut amser-se, pehini a reste gant ar Pastor bras-se evit recrei ha fortifia e speret goude an tracas eus a guement a afferou, ne dlie quet beza lamet digantâ. Evelse ive, goude ma o devoa contet ur veich an Ebestel d’hor Salver penaus o devoa prezeguet ha great cals a draou, e lavaras dezo : Deut, emezâ, er solitud a gostez evit quemeret ho repos un nebeut.
varnuguent.
Var an dereadurez eus ar viscamant, da lavaret eo, penaus e tleer en em visca en ur fæçon dereat ha deçant.
Ant Paul a fell dezâ e teue ar merc’het devot, hac ar memes tra a ranquer da lavaret evit ar Gouaset, da guemeret ur viscamant deread, oc’h en em ajusti en ur fæçon honest ha modest, Hoguen an dereadurez eus an dillad hac eus a bep guiscamant a zepand diouz ar vateri pe an dra, diouz ar furm pe ar fæçon ha diouz an neatteri pe ar broprete. Evit fæt an neatteri hac ar broprete a dle en em gaout casi ato ar memes en hon dillad, pe var re ne dleomp e que-